4:50:4423

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

163 Mab ar C'honsailler

O retorn deus Sant Iann ar Biz D'ec'h Margodik e prometiz N'am ije biken feumelen Merdoc'h, Margod, a eureujfenn. - Otro, emei, se n'ê ket mad Chui a zo mab deuz a tî mad Chui a zo mab eur c'honsailler (conseiller au Parlement) Ha me zo merc'h eur jardiner. - Ha pa ven mab deuz a di braz Margod [Tiach?] n'euz ket a gaz, Bete ma hallfen bean well deuz hoc'h amitîe kent merwell. Margod [Tiach?], ma doucik koant Deut hu ganin fenoz d'am c'hamb Deuz a bemp cant scoet m'ho kreï contant. - Biscoaz hini deuz ma ligne Na neuz bet pemp scant scoet leuve, Ha me otro, mo ket ive. - Margod [Tîach], ma doucik coant Deut hu ganin... Me ho kwisko en fanalez En foulboto hag en perlez - Ar fanalez zo d'an iliz ar foulbotro zo d'ar bourc'hiz.