4:50:4421
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
161 Adieu ma mamm baour d'ac'h laran Birwiken james ken ho kwelan Na deuz ma zad na gimiadan ket Penegwir hen hen eus ma gwerzed. Me garfe ve bolante Doue E trofe an awel a gosté (bis) Da gass al lestr d'an Douar Newe Na nê ket he gir peurachuet An awel a goste zo bet troët. Na Maledonik a houlenne Ouz ar verdaidi hag a neuze : - Na merdaidi d'in a leret Peseurt coat ec'h ê hennes a wélet ? - Na nê hennès Coat an Enezi, Eguile c'hê Coat ar C'hanari (bis) En Douar-Newe ec'h omp arri. Na Madelonik a gane ge Bep ma tostae d'an Douar Newe. Ervanik Guillo a levere D'he vartolodo hag a neuze : - Ma martolodo non arretet N'on petra newe am eus clewet. Me a glew eur vouezik o canan Hanvel deuz an hini a garan.