4:50:4401
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
141 Cure Moizez a lavare Da Berson al Léscoat nag a neuze. - Person al Léscoat tostêt aman Wit ma vo christenet ar buguel man Wit ma vo ar buguel christenet Ha na vo ket ken gwas hon pec'hed. - Bout anê aze bars er fank, hag a vo grêt cloz he vadeïant. Cure Moizez, deuz a lec'h se Me a gred ê arri tost d'an de. Bars er ger pa e arriet Na d'he vates he aneus laret : - Preparet d'in me ma c'hoan Me meuz bet eun nosvez vad a boan O lakad intanv ma breur Ervoan. Na oa nemet diou heur d'an de C'harrie 'n archerrien da wit-he Ar Chog a lare dre he gan : - Person al Lécoat ac'h ei en tan. Person al Lescoat a vo dewet Ha cure Moyses a vo crouget., (Catherine Kerrichard)