4:50:4400

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

140 - Matezik vihan, [illisible] a rout Wel e coll unan, ewit coll tout. - Ma na ven ket eur vatez vad Na ma teufen breman d'ho cwitad. Gant eur grabanad, eun tôl troad A res d'he mates vihan he c'huitad Bars er parc balan p'é arriet Curé Moyses deuz rancontret Ha ganthan eur bistolen garguet. Janned ar G. a lavare Da Gure Moyses nag a neuze : - Ma buhe ganin na lemmet ket Ken a mo ma buguel ganet Bet bars en ilis purifiet. - Person al Léscoat zo ouz ma zellet Ha ma vankan, hen na vanko ket. Skei [a?] enn n'hei e-bars n'he flanc Ken a dennas brec'h an innosant. Kri vijé ar galon na woeljé Bars er park bélén neb a vije O clewed ar buguel c'houl badeziant Hag he vamm o c'houl a zacramant