4:50:4388

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

128 - Me ho casso da di ma c'hoar Janned Hag eno na po droug abed. Traoulavane a lavare Pales ar Roue pa arrie. - Debonjour Roue ha Rouanez, Me a zo deut iaouank d'ho palès. - Para a valeur oc'h euz gret M'oc'h deut ker iaouank d'am gwéled ? Dek [illisible] ma ligne m'euz lac'het - - Wit se na [pefo?] drouk abed Nemet [c'hoaz?] ec'h oc'h manket Pa n'oc'h euz anei ganec'h digasset. Benn a veet arri a vo lac'het. Traoulavane a zalude Ti he c'hoar Janned pa arrie : - debonjour ha joa en ti man Janned ar Bihan pa n'hi gwélan. - Maro ha c'hê hag interret Aboue Dirio dréménet, Gant ar c'hlenved newez c'hê marwet. - Dustu a vo dizintered Da weled peseurt maro a deuz bet. Pê Jan ar BIhan dizintered Gant seiz tôl clewe hi oa lac'het. - C'hwi c'heuz roët dei maro cri,