4:45:3587

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

3

Hen da c'hrognal eun tam, 'vel just, 'n eur chassa daou hanter ar barrier an eil ouz éguilé, hag o c'hober eur scourm mad d'ar chaden. Eur vech êt en ale, dindan ar gwez téfal dû, et teuas 'n he spéret ar c'hornedad distinguet a raje 'rôk mont da gousket, en corn an tan, 'n eur domma he dreid. Gonéet awalc'h 'n efa 'neï, en gwirionè !

Mes, kerkent er porz, e chomas battet. An arched a nefa cât brezamon war he hent a oa laket a dreuz he dor hac ar pewar gwaz oa 'n ho zaw reut en kichen, daou en pep penn.

Jozon Briand na oa ket eur c'hréner, pe ne gwir a oa bet er brezel en amzer an Napoléon koz. Hen da vont uz eün d'ar pewar gwaz :

— N'em drompet oc'h a di, éméan ; aman na neus dén a gément néfé groet kémer muzur ewit ar pemp planken.

— An hini a neus diasset anomp na nemp dromp james, a respontas assambles ar pewar gwaz.

Hag a oa ho mouez 'vel pa vije deut a dreuz douar ar ré varo.

— C'héomp da wélet sé ! émè Jozon Briand

Ha e rês eur gammed dreist an arched, 'wit dieri assor. Na oa ket kentoc'h antréet ma vankas he daoudroad dindan- han ha ma loskas eun huanaden hir. Oa deujer da had-