4:45:3393
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Bet ho heuz ganin ma kalonad.
Seiz la grenn hi a zo bet Cambr ar binijen hep tam a bed Ar pab a Rom neuz hi ankouèt.
Ar pab a Rom a lavare An nor warnei pa digore
- Posubl a ve o ma Doue vez te bopred barz en buhe ?
- Oh ia dre c'hraz Doue hag an Drindet Ma êl mad neuz ma évéset.
Ar plac'hic iaouanc a lavare Iliz Vraz a Rom pa daouline :
- Me garje vije bet aman ganin Ar belek oa ganin ho pechi.
Ne oa ket he gir peurachuet Ar belek en iliz zo antréet
Ha ganthan memeuz habillamant Vel pa oa can ar zacramant.
N' Iliz Vraz a Rom zo bet combat Tré an Drouk-El hag an El-Mad;
An El-Mad lere renkje cad ar pla Drouk-El a lar renko cad ar belek Unan anhe renje da gavet
Pa oa ar plac'h iaouanc vont d'an envou Oa 'r belek vont gant an diaoulou.