4:45:3388

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Car arog d'ac'h zur a varwin. E Zant Driel p'ê arriet Eus ar balastr tro e daoulinet Eus Zant Driel neuz goulennet. - Laret zo d'ec'h donet duman Nag ewit badezi Barba Me vo badeet coulz a hi Car arog dei zur a varwin. - Et d'ar ger ha laret d'ezhi Arruo beleg d'he badezi Ha cabusin d'he absolvi. Eur variken zo didalet Ha gant tacho ec'h ê broudet Barba en noaz zo diwisket Barz ar variken c'hê lakeet Dre ruïo ker ec'h ê ruillet. Deuz ar variken pa c'h e tennet Euz Santez Barba deuz goullet - Daoust d'ac'h pe c'hui a gerzo Pe deuz lost ar marc'h c'hui a drêno. euz lost ar marc'h [etec'h?] e stager Ha d'he zour newe ec'h ê treïnet. D'he zour newe pe arriet Eur bannach tour hi deuz goullet Prest a oa da verwel gant ar zec'hed. Na bannac'h d'ei na zo roet. Eur pinsin eno oa laket