4:44:3286

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

230 — Me am bo an eil hag eguile Assembles am bo da vuhe.

— Ebars en Pontmeno me oa bet Hag eno oant evertisset (bis)

Na da diwal deuz ar Rannoed.

Ispicial Noel Ranno [?]

Nag he vreur bihan a levere Da Noël Ranno a neuze

— Lez gant ar marc'hadour he vuhe M'ei c'hoaz eur veaj d'he gontre (bis) Da weled he wreg, he vugale.

— [Ma lezfen] ganthan he vuhe Wit mont eur veaj d'he gontre

A rafe bombans dre ar vro Vije volet gant Noël Ranno

Noël Ranno a lavare D'ar marc'hadour eno neuze :

— Lavar da Vanus ([En] manus) pa giri C'hont breman en heur ma varwi.

— Manus tella domine Doue da vezo gant ma ine (bis) Ha da ini, Ranno, couscoude !