4:44:3270

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

214 An duc Bretagn p'hen eus clewet Eur arme newe neuz savet

Pemp cant a zoudardet vad Wit ober eur chasse bars er c'hoad.

Deuz ont ket credet antren er c'hoad Gant ar Charlezenn o c'huistellad.

na c'hwistellad a ra ken krenv Ken a gwe ar brousk a veg ar gwez (bis)

Vel ma raje gant an awel grenv.

Pa oant o retorn war an hent braz Deu rancontret otro Keraglaz

— Debonjour d'a'ch otro... — Ha d'ac'h ive compagnonez vraz !

  1. Pelec'h ac'h et pe ez oc'h bet

Peoc'h en esper da voned.

— NI oa [digonet] pemp cant zoudard Wit ober ar chasse bars ar c'hoad

Meuzomp ket credet antren er c'hoad Gatn ar C'harlezenn o c'huistellad

Rac c'huistellad a ra ....

— Et d'ar ger ha leret d'an duk-se Dond duman benn ar c'hoaz da greiz de.

Me a zin ma mado sec'h a glaz Ma zi zo nobl en Keraglaz

Ma na deuan benn ma unan penn Da c'hwenna Coadic an drézen.