4:44:3265

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

209 Na pa oa zavet ha gwisket Na da gannan hi a zo et.

He lez-vugal oa bars en ti Iac'h ha dispos oant o c'hoari.

Eur puns a oa en toull an or Nac'h eus met compren en malor

Hac o vonet ar bihana O couea er puns da genta

Ar brassa oc'h essa he zicour Ma oant et ho daou da fons an dour

Ar gwell deod n'e biscoaz manket Hac hen eveus prest lavaret

Honnes neuz lac'het ar vugale Wit cad ar pez depand outhe.

He fried paour oa coleret Neus clasket justic d'he c'hemeret.

Ar wregic paour a lavare Gant ar archenien aroc ma c'hê :

— Ma fried, emei, m'ar am c'heret Da Goupaïa ma am gwesfet

D'he c'homplouer hen a zo et He c'habit eured neuz troët

Ha hen clewed ar vugale fons an dour O c'hervel ho mammic d'ho zicour.

O criel ho mammic d'ho zevel Rac arri oant prest da verwel.