4:44:3252

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

196 Ha tôl Marc'harid en he doul d'ar serpant.

Tolet a oa 'n eun toul ken tewal ha zac'h glaou Nemet tan an ifern a re dezhi goulaou.

Redek a diredek re a dreuz he frizon O clask difenn he buhe deuz furi an dragon.

D'an heur an hanter noz hen eveuz hi lonket Dre bermission Doue ha vouello zo creuvet

Deuz a greis goalen he geïn en buhe c'he zavet.

Pa strink goaren an de da rei d'ei sclerijen A [?] he frizon e tremenas eun den

— Leret d'in, Mac'harit, macharit d'in leret, Pare c'he an dra ze zo n'ho kichen creuvet.

[?] zur, emezhi, ewit na na n'onn ket En heur an anter noz hen evoa ma lonket.

Dre bermission Doue he vouelle... ... en buhe c'hon zavet.

An den man [ies] neuze da annons ar c'hèlo Etreuzec Plezidy lec'h ma chomme'n otro

Pa welas ar barbar penos na varwe ket Digant an dibenner eur gras hi deus goullet.

— Deut zo da zonj d'in deuz ma mamm, pa deuis war ar bed Piheni zo marwet wit ma beza ganet.