4:44:3251

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

195 Galloc'hed, emezhan, hi oar petra lar hi Mes me a ia breman m'unan betg ennhi.

Ha serten ma lavar eur sort prepojo d'in N'a n'in ket ac'hane m'o bet fin anezhi...

Me ia war ma daoulin da recitan parfet Balamour d'ar Werc'hès parfet ma chapelet.

Me me a vell ani c'havalier dustu ont Me a ve ordinal ma c'halon dindan spont.

N'oufenn petra d'ober ret a vo resistan Jesus a zo ganin ha me a zo ganthan.

Tevet ta bergerenn, sevet en ho zav zont Daoust pegen juntet oc'h en ho tevotion.

Wit ma téet d'al lez da voud interrojet Da c'houd a be ligne, a be ras hoc'h zavet.

[Pa] arriet el lez hi a deuz bet laret : — Merc'h on d'eur [?] braz, n'hen [?] ket

Merc'h on d'eur [?] braz oa mestre war ar vro-man Na chokin ket ho kwad gant ar pez a laran.

Pa welas ar barbar penos na blege ket Hen an euz ordrenet e stank da voud [tôlet].

Posin e res en dour ouz penno he diou lez [?] a re dre 'r stank evel eu eur palès.

Pa wela ar barbar penos na veuze ket Hen an eus ordrenet vije 'r stank dizec'het

Hen an euz ordrenet neuze disec'ha 'r stank