4:44:3228

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

172 Nag o weled betek ar Woaz Ouz hi briata war ar ieot glaz.

— Alietta baour, te zo crouget Abalamour d'in me hep sujet.

Me he lienno, he archedo En corn ar marchepi me c'hinterro, Ha a zono d'hei ar glaz tano.

(Claude L'Ollivier - Port-Blanc)

Le vrai titre de Cloarec Glaouier, dans Luzel, c'est Cloarec Loyer.

Capiten ar sindic

Et e capiten ar Sindic d'ar min aour Birwiken Sant Malo na ve paour.

Na ma retorn d'ar ger en buhe Birwiken Sant Malo paour na ve.

Nag itron Varia a Vriad Na na gavfen ket eur pilot mad

Gavfen ket eur pilot bars er vro A gondufe anon da Sant Malo.

Ar mestr canonnier p'hen e clewet Nag eun tenn canon hen eus losket

Nag a losk eun tenn canon en od Nag ewit gerwel ar pilot.

Na nê ket an tenn achuet mad Po arri eur pilot à vriad

Ec'h eñ arri Tomasic ar Go Brawa [mest] pilot [vareh] war ar mor.

— Na bars en Briad c'hui a goanio Cousket deuz ar c'hê en Sant Malo