4:44:3226
170 A ajouter à la gwerz de St Nicolas.
— Reit d'imp, ma mamm, pob a [diner?] Da vont d'ar prof da Qant Salwer;
[1/2?] Alietta Brouder
Alietta Brouder a deuz bet Eun habit newe sei violet
Digant an itron a [Draou-Brider?] Ewit eureuji mab he merer.
Wit eureuji Herve ar [Geldon] Birwiken 'n hè c'har 'n he galon.
Aliette ar Brouder a lere Noz kenta ec'h eured ha neuze
— Na Herve ar Geldon ma fried [Keun?] c'heus d'ar marc'had ec'h eu gret.
— Ya emezhan, keun e meus-me Mar emeus clewet ar wirione. [Tougarc'h] pewar miz a vugale
Ha tri all emezhan c'heus ganet Ewac'h o tougen ar bewaret.
Na douz ha kinderv betek [ar Waas] Ha me a gredfe zo awal'ch
Aliette ar Brouder pa deus clewet Ekreiz plass ar gambr e dilampet
— Na ouz ho coste na gouski me Ken a po gouêt ar wirione.
Ken a vo an nao miz tremenet Ar wirione ganac'h goufeet.
Aliette ar Brouder a zo bet