4:44:3224

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

168 En he barlen en plas bara E cavas roz deus ar c'haera.

Rozen kreiz ar gouan kalet Pa oa 'n douar ien ha scornet.

Dent genveur ouz an touenno Scornet an dour bars ar stanko.

Ractal eo e daoulinet Pardon ouz Doue deuz goullet.

  1. Nac abalamour ma oa

ken kri ha digar ouz Germana

Stardet he merc'h war he c'halon Goullet outhi ive pardon.

Tud an ti, an amezeien Mipris wit hi na defoa ken

Eur joa a oa da bep hini Cad anei da antren 'n he di.

Douz he zi da vont d'an ofern A oa eur ster vras da dremen

Eur ster a oa hir ha ledan, hi [c'h] è sioulik dre ar gréan.

Eun dewez goude bar amzer N'oa kad den da dreuzi 'r rivier

Germanaïc c'ha d'an ofern Gant he c'hêl mad en he c'hichen

Hag an oll a oa esclamet Rac war an dour defoa kerzet

Mont a ra ar vrud dre ar vro A rê Germana miraclo

[en marge] Eun vag memeus na dremenfe Ha hi dremenas coulscoude.