4:44:3220
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
164 Tud Germana a oa tud paour Na defoa nag arc'hant nag aour.
Nemet eun tresor ar c'haera Oe roet d'he gant Germana.
Germana na wele 'n he zi Bamde met skouer vad dirazhi
Ha bop [zeve] ar buguel A oa meurbed fur ha santel.
Meur wech heman devoa santet He c'halon leun a joaüsted.
O zanzal a vije homan He c'hevurusted er bed man.
Allas ! na ouie ket neuze Oa ken tost da fin he buhe
Doue a deuas d'he gerwel Oa c'hoas met pemp bla he buguel.
D'he merc'h a lere non verwel — Kenavo en env ma buguel
Ped evit da vamm ha car Doue Deus a greiz da galon bamde
Maro he mamm ar buguel kès Pad he buhe a c'hourdewès (?)
Na defoa bet war an douar Nemet poanio rust ha glac'har.
Eun dorn, eur vrec'h outhi zonnet Hag en drouk zant Cado ganet