4:44:3208

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

152 — Sousiet hoc'h affér hac en em sousiet D'am c'hambr e teufont a wried.

Na ar gemeneres lavare D'he c'hoaric vihan eno neuze.

Pa deuio ar prins da discouri Bet fidel ive war ho [?]

Me responto gwella ma c'helli;

Na ar prins Daufin a basset Deus an eil penn d'ar gambr d'eguile.

Hac ar gemenéres a oélè.

Kemenerez d'in a lerèt Petra zo caus d'ec'h ma oélet.

Goullet m eus ar c'hras digant Doue Da antren en cambr eur roue.

— Kemenerez d'in a leret Deus peseurt ligne oc'h zavet

Sir, mezhi, deus ar baourante Ha [?] ennhi adarre.

Ma vijec'h bet a galité C'hui oa cap da gad mab eur Roué.

Met na na oc'h, c'hui vo couscoude.

Tri mis hanter int bet er palès Hep [?] anezhi sortiet.

Na pa int anezhi sortiet Ar prins Daufin a zo [clanvet]

Na [elas] ket zo [dehan] medeusinet Ha memm pharizianed (Surizianed).