4:44:3200
[illisible] Na de bardon sant Juna me m'oa contantamant Me oa [me] contantamant ma nevoa mab iaouanc.
Pa oa arri ar mare ha poent mont d'ar pardon Den an oui va sujet ha ma intansion.
Ha me clewed eun [envnic] o tont da laret d'in : [Ke] da bardon Sant Juna hac eno he c'hevi.
Ha ma lae an envnic ken facil dre he vouez E man da vuan caret bars en tristidigez.
P'oan arri e sant Juna me weled ma mestres Vis avis d'an or goste gant he c'hamarades !
Ma me [je?] hardiegez deus an [dessign] am oa Vijen êt d'he zaludi, n'em c'halon calz ha joa.
Pa oa achu ar gouspero ha hi zevel 'n hi za Roet a oa part d'ezhi gant an dud iaouanc all.
Ha me pedi ma mestrès d'ober tro an iliz Na gant an dud iaouanc evel e man ar c'hiz.
Pa oan arri eur pennad eno ec'h arretis Ha pewar gir principal outhi a c'houlennis
Ar pewar boent prinsipal outhi am eus goullet Caret ha bean caret gant enor ha respet
Hac hi o respont d'in me en eur gir a oa bar Na c'houllan nemert oc'h evit ma zervijer.
Me a [ganje] ma mestrè n'ho [cwelis] da gentan Arrijemp eu eur forest humblamant da vewan.