4:44:3142

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

86 Da dilezel ho fec'hejo Hac ho oll fall inclinationo,

War berz tri bla Doue [promet] A bo abondam deus a ed

Piz ha fao hac a bep seurt tra Kement vo nécesser wit bewa.

Pa deus ho c'homzo finisset Ec'h habillamant e deus chanchet

Ma c'hê êt ken kaer hac ar c'hristal An heol, ar stered, hac al loar,

Ar mabic Jesus hen eus roet He venediction d'an assistanted

Ha da gement a oa presant Ha ma sortijont eun instant

A uz d'an ti e tiskennas Eur sklerijenn gant sklerder vraz

Ma teujont da zonjal neuze Oa ar buguel gwir vab Doue

Ar païzant pa wel kement-man Gant ar joa gommans da oélan

O comprenn nefa bet ar bonheur Da loja n'he di ar Zalwer

Hac he vamm ar Werc'hes Vari Vea deut da loja d'he di.