4:44:3130

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Anna Varbet, mar am c'haret Digant ho bugale [kigniad?] Hac ive digant ho pried.

Ra zonjomp aliès en envo Pa ne ê c'homan ê hon bro.

Me ia breman da Locquirec Ewit laret ma ofern bred

Rac e hirié man ar Zul vlenio A vo c'hir ar fonctiono

E Locquirec pé arriet He ofern bred neus commanset Allas n'eus ket hi finisset Pa distro he geïn d'an oter vraz War he goste cleï he vrallas ......................... he oa brallet War he goste [dew?] he oa couezet.

E responte he eus kavet O zonjal e oa fatiket

Penos e harzo calon he c'hoar O weled e breur etre pewar

............................ n' otro cure Vont etre pewar d'he wélé.

[Perwin?] Locquirec a oele Re [Winêc?] a ré ive War varo an otro cure. He c'hoar an dimezel ho c'honsole.

— Tervet [pervien?], na oelet ket An aluzon vo [roet?] bopred Ha choaset vo eur pastor newe A nefo soign eus ho c'hïne.

(Anna Quellec)