4:44:3127
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Gwerz Person Tregastel
Parroissianès a Dregastel Pedomp an drinded eternel
Pedomp Doue a Sant Golgon Ewit gelvest an [Treut?] hor ferson
Pemp blavez a oa bet cure Neuze oa bet resevet are
He hanter vreur hac he baeron Nefa hen laket da Berson.
Hep offansi belek abed N'eus ket [tiront?] da dom Gelvest
Eneb cleved, eneb languis Biscoaz n'e manket de ofis.
Dom Lann ar Gac a oa curé Bars en Tregastel d'ar c'houlz-se
An ofern bred lar ar c'hure Hen a lar an ofern veure.
Diweza ofern neus laret Oa de wel ar Werc'hès mis est.
An oferen, ar gouspero Ha tro rozera war eun dro
Har sa maz eus paour anezhan Et d'ar sklerder da bardonan
Et da sklerder gant devotion Hac e c'honefet ar pardon.
[Diveza?] de a govezas A oa par paourkès Fant Thomas.