4:44:3124

De Transcrire
Révision datée du 4 février 2017 à 19:26 par Transfuge (discussion | contributions) (Page créée avec « Dom Iann Liouidic Tebeurdinis, c'hui c'heuz eau c'hras Ar pez n'hen eus nemeur a blas, C'uis c'heus Choazet ewit person Eun den fur a gondition. Eun den fur hag eun den... »)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Dom Iann Liouidic

Tebeurdinis, c'hui c'heuz eau c'hras Ar pez n'hen eus nemeur a blas,

C'uis c'heus Choazet ewit person Eun den fur a gondition.

Eun den fur hag eun den prudant, A gichen chapel ar Seiz Sant.

He hano oa dom Iann Liwidic, A Blouaet oa guinidic.

Ar zul Kentan deuz a viz mê E c'harri ar person newe,

Da gemerret possession En Trebeurden a wir galon.

Dre an ôr dal ec'h antreas Kreiz an iliz e taoulinas

Neuze e prostern d'an daoulin Wit adori hon mestr divin.

Ac'harre, ec'hê conduet D'an ôter vraz da welet (?)

Da gemerret possession War an treu sair a wir galon.

A c'harre ec'hê conduet D'ar govision da weled

Eman c'hê'r plas am eus choaset Da govez ma fénitantet.

Ac'harre ec'hê conduet D'ar sacristiri da weled.