4:50:4387
127 D'he vried Janned nag en noz-ze - Ma fried c'hwi chomo aman Ha me ia en traou da gomz outhan. Traoulavane a lavare En traou gant ar vinz pa diskenne : - Comzet izelloc'h, ma breur baron, Gant aon [dihunin?] ma itron. - Pelec'h ê manet da bried Na n'ê ket deut ganit d'am gwéled. Ken ma c'hin a Draoulavane Me mo gwalc'hed es kwad ma c'leve. Breman ni a iello d'ar zal Hag e c'hoarifomp en duel raktal. Kri a vije 'r galon na welje En traoulavane n'hini vije Duz an oaled bet an treuzo E cargé an dud ho boto Gant ar gwad dimeuz an otro. Traoulavane a lavare D'hé bried Janned en noz-ze - Dek [illisible] ma ligne meuz lac'het, Ma breur baron an unecved; O tifenn ho puhe, ma fried Allas ! bete ar Roue e ret moned - Ma fried paour mar am c'heret Nag anon ganec'h e cassfet Bet veet arri 'r ger, me vo lac'het.