4:44:3139

De Transcrire
Révision datée du 31 décembre 2018 à 17:26 par Yannlb (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

83 Unan dimeuz ar merc'hed a oa hanvet [Racaj?] Honnes neus roet ar vag ha zicouret hen cass.

Beter runig mallarge Pa int arriet eno ho deuz laret neuze :

— Et aze war ar garrec da droi ha eun toullad Ni ia duman en tu all da ober eun [dégrat?].

Hac emberr par retornfomp ni deuio d'ho kerc'had.

Mont a ra war ar garrec oh ia a galon vad O zonjal pa rétornjent e teujent d'he gerc'had,

An den man pa wel al lanno gommans d'en em gêna Pa wel ar vag o tremenn ha na deu ket da wit han.

En han Doue ma breur ker deut dawit-on gant ho pag Ha pa vi arri er ger neuze me raï ma [fah?].

Me gwitaio ma ligne, ma zi ha ma c'hontre A iel elec'h birviken ho taoulagad n'am gwelfe.

Eun all demeuz ar merc'hed a oa hanvet fri ber Honnes a lares d'ezhan : na defet mui d'ar ger.

Pedet Doue d'ho zicour hac an otro Sant Salwer C'hui a berisso aze ebars e kreiz ar ster.

Cri e vije ar galon ha cri ma na oelje, Bars an enès Aganton an hini a vije.

Nac o clewet anezhan o canan Salve Regina Hac o c'hortoz ar mor braz o tont d'en abima.

Bea oa c'hoaz eur vag all o tont deuz an enez Vaz Oa ennhi Gwill ar Gwerz mad ha tri pe bevar c'hoaz.

Ar re ze ma dije gallet dije hen sauvetet