4:44:3124
Révision datée du 28 décembre 2018 à 17:04 par Yannlb (discussion | contributions)
68 Dom Iann Liouidic
Treubeurdinis, c'hui c'heuz eur c'hras Ar pez n'hen eus nemeur a blas,
C'hui c'heus Choazet ewit person Eun den fur a gondition.
Eun den fur hag eun den prudant, A gichen chapel ar Seiz Sant.
He hano oa dom Iann Liwidic, A Blouaret oa guinidic.
Ar zul kentan deuz a viz mê E c'harri ar person newe,
Da gemerret possession En Trebeurden a wir galon.
Dre an ôr dal ec'h antreas Kreiz an iliz e taoulinas
Neuze e prostern d'an daoulin Wit adori hon mestr divin.
Ac'hane, ec'hê conduet D'an ôter vraz da welet (?)
Da gemerret possession War an trew sacr a wir galon.
Ac'hane ec'h ê conduet D'ar govision da weled
Eman c'hê 'r plas am eus choaset Da goves ma fénitantet.
Ac'hane ec'hê conduet D'ar sacristiri da weled.