4:44:3285

De Transcrire
Révision datée du 25 décembre 2018 à 19:20 par Yannlb (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

229 Dizoursi potred ho cavan [Bega?] ho Kourmikel da bëan (bis)

Marc'hadour dremen dre aman.

Mont ra en traou gant an hent-meur [Daloud ro?] boan moned d'hen heul.

II

Noel Ranno a levere D'ar marc'hadour p'en rancontre

Na dremen marc'hadour dre aman Na memb gwerz boutaillad diganthan

— Daled gwerz daou, daled gwerz tri Et d'efan d'an hosteleri.

— N'e ket gwer boutail claskan me Me [?] cad ar ialc'h pe ar vuhe

— Na lezet ganin-me ma buhe (bis) Me rei d'ac'h choas a dri ankane.

Nini zo aroc gant he lost gwenn Zo zammet a aour hag arc'hant gwenn

Zo zammet a arc'hant hag a aour Biken, potred, na vefet paour

An hini zo 'n c'hreiz zo sur marc'h griz Zo zammet a lien hollandiz.

Hag ac'h a pewar scoet ar walenn Potred, n'oc'h ket wit hen dougen.

Hag an hini warlerc'h, ar marc'h rouz Zo zammet a zeï hag a voulouz.