4:44:3269
Révision datée du 24 décembre 2018 à 15:15 par Yannlb (discussion | contributions)
213 Hag a renke tremen dre ar c'hoad.
Met ar C'harlezen a oa war dro Glewe bale zioul dre an deillo.
— Neb a zo o vale dre aze A zo zur da goll he vuhe,
— Ma eo hô tad, Mac'harid vraz C'houlenn he bardo ha he c'hraz.
- Da béa ma otro eo ec'h an
Tri bla anter c'hlean d'ezhan (bis)
Birwiken james n'ho féan
— Ma vije ma zad vije aze Deuz he voulz m'hen anaveje,
N'eo ket he gir peurachuet He zadic paour hi deuz lac'het.
Ar Charlezén na ouie ket E oa he zad defoa lac'het
Ken a oa gweled he voned War benn unan ar forbaned.
Ken a oa gweled he gontel wenn War an dôl en Coadic an drézen.
— Birwiken, emeï caved chans vad Crouget ma mam, lac'hed ma zad.
Ma zadic paour am euz lac'het Gant Doue me vo punisset.