4:44:3264

De Transcrire
Révision datée du 21 décembre 2018 à 21:45 par Yannlb (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

208 D'ar re gamm ra nerz da divarchan [Rei ?] a ra ar iéch'ed d'ar re glan.

En andret eur wreg a Drebeurden a deveuz gret miracl [preuven?].

N'andret eur wreg newez dimet Eun intanv devoa eureujèet...

N'andret eur wregic seitec vla A zo poaniet deuz ar gwassa

A zo en poan a vugale Aboue nao noswez ha nao de

Clasket oa dei meudeusined Ar gwella surizianed

Na cristen anhe na raje D'ar wreg paour genel he bugale

Lakeit e oa war [eur?] c'holc'hed Ha gant an oll abandonet

E oa et pep hini d'he di Nemet he fried paour hac hi

— Ma fried, emei, mar am c'heret Da Goupaïa mar am gwestfet

Da graou ar zaout hen a zo et Hac evelhen hen eus laret :

— Coupaïa, n'on ket an hent d'ho ti Mes gant gras doue gout a rin....

[?] ar c'holc'het ec'h e zavet Tri mabic bihan a deus ganet.

Tri mabic caer evel an de Hac hi bew, carget a vuhe.