4:44:3264
208 D'ar re gamm ra nerz da divarchan [Rei ?] a ra ar iéch'ed d'ar re glan.
En andret eur wreg a Drebeurden a deveuz gret miracl [preuven?].
N'andret eur wreg newez dimet Eun intanv devoa eureujèet...
N'andret eur wregic seitec vla A zo poaniet deuz ar gwassa
A zo en poan a vugale Aboue nao noswez ha nao de
Clasket oa dei meudeusined Ar gwella surizianed
Na cristen anhe na raje D'ar wreg paour genel he bugale
Lakeit e oa war [eur?] c'holc'hed Ha gant an oll abandonet
E oa et pep hini d'he di Nemet he fried paour hac hi
— Ma fried, emei, mar am c'heret Da Goupaïa mar am gwestfet
Da graou ar zaout hen a zo et Hac evelhen hen eus laret :
— Coupaïa, n'on ket an hent d'ho ti Mes gant gras doue gout a rin....
[?] ar c'holc'het ec'h e zavet Tri mabic bihan a deus ganet.
Tri mabic caer evel an de Hac hi bew, carget a vuhe.
[texte breton]