4:44:3261

De Transcrire
Révision datée du 16 décembre 2018 à 19:49 par Yannlb (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

205 Guill ar Belec, ma mervel mad Clask ar Belec d'am c'hovessad.

Clask... [Surizianed da stanka 'r gwad.

Well e dt ober da destamant Dre ma out es intentamant.

Kenta distamant a eure Oa off he ine da Zoue.

Ine he wreg, he vugale.

Ha te, mezhan, Guill ar Belec [Spo] ma habit passamantet

Wit can ar c'hêlo d'am fried.

— O no ket me vo ann hini Gasso ar c'hêlo ze d'ho ti.

Me n'e ket krenv walc'h ma c'halon Da gan ar c'hêlo d'oc'h itron.

Vo marw ma mestr otro 'r baron.

Ar Varonez a lavare Deuz prennest he c'hamb an de ze

— M'hen gwel arriv marc'h ma fried Ha war he gein Gwill ar Belec.

Met hen siouas na welan ket.

— Guill ar Belec ma mewel mad Pelec'h e chommet ma fried.

Et e da Balès ar Roue Ewit choas eur c'harreous newe Na deuio ket d'ar ger fete.

Tewet ma mamm gredet ket se