4:44:3256
200 Caera [?] a zo em zi A brometan da vont d'ho hini.
Mes na n'onn ket an hent d'ho ti Met gant gras Doue goud a rin
A benn eur c'hart d'heur d'ar goude E zaw ar wreg deuz he gwele
Deuz he gwele pa c'he zavet Da benn an dôl hi deuz kerzet
Eur mab bihan hi deuz ganet. Ken kaer hag an de bénniget.
Abers eun eiz de d'ar goude Sav ar wreg man deuz he gwele
Deuz gwele pa c'hê zavet Da gannan he dillad ech ê et.
Ha pa oa vont emes an ti Oa he lez-vugale o c'hoari.
Mes eur puns oa e toull ar porz Couezas an hini bihan ebars.
An hini braz glaske zicour Mont a rejont ho daou da fons an dour.
Ma commans a gwall deod da laret Penos he devoa o lac'het
Penos dewoa lac'het anhe Evit beza guelloc'h goude.
He fried paour vel ma deuz clewet Da glask ar gendarmet ec'h ê et.