4:44:3250

De Transcrire
Révision datée du 7 décembre 2018 à 21:57 par Yannlb (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

194 Ma clewin eur vouez vrao o canan bars al ann

Ha ke breman, [emezhan], [montamant d'he bete] Ha gra dei dont ganit oa da gomz ganin-me

— Salut d'ach bergerenn, e lann gant ho denved Terrubl e canet ge, terrubl a fredonet.

[Duont] war an hent braz zo eun den gentil iaouanc Hac hen eus bolonte [?] da gomz outhan.

[Guernisset] he dillad gant aour ha gant arc'hant Kement a blij dezhan oll ho rentfe contant.

Et arre, den gentil, et adarre d'he gad Ha leveret dezhan n'e ket me e ar c'had

Wit-on da veza [?] laouenn wit hon da fredoni Na ne ket me a ia gant an dremeneri.

Wit on da [veza] e lann da vessa an denved Na n'e ket me a ia davet ar Galloc'hed.

Kar ho dilllad a zo manific guernisset, C'hui a zeblant bean eun trompler d'ar merc'hed.

Arri out emezhan para he deuz laret Pera respont teuz bet, terrubl out daleet.

Leal, mezhan, ma mestr ma beaj a zo bet Eun tammic hirvouduz prest ec'h on refuzet

Honnont zo eur plac'h fur prontramant gant eur ger Ma deuz rentet confus, ma diesset d'ar gêr.

Prontamant gant eur gir hi deuz ma refuset Na n'ê ket hè a c'ha da c'heuill ar Galloc'hed.