4:44:3243

De Transcrire
Révision datée du 6 décembre 2018 à 20:20 par Yannlb (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

187 Met an amzer a oa brao braz Met pa c'hes en dour a sklassas

Sklassas he [wad] n'he [oazio] N'alle ket finwal he vempro.

Deuz ar Sklerder Iannic Derrien Pa c'hes d'ar [foar] oa n'he gichen

Mes heman oa c'hoaz re iaouanc Wit rei d'ezhan [zontajamant].

— Adieu ma mamm, Adieu ma zad, Birwiken n'o kwel ma daoulagad

Adieu breudeur ha c'hoarezed Birwiken n'ho kwelan war ar bed.

A Bontguennec ar [mal] henan P'hen eus bet glewed kement-man

A diwisk dillad, c'ha en dour En [avis] rei d'ezhan zikour.

Pa oa arri bars on andret Elec'h ma oa an den beuet

En fons an dour en he c'hourve Dindan eun torcad morgore (algues)

Na grede ket plunj warnezhan Pa na oa no nemert-han

Gant aon a deufe d'hen amarrin Ha d'en derc'hel er fons da veuzin (1)

An otro Mer ha Kerscoado Setu eno ho hanoïo

Hen eus diesset n'heun mès Hac hen lakéet war an trez.

[en marge] (1) A Blomanac'h Iann [Stephanic?] C'ha dewalerc'h gant he vag di

C'ha en dewarlerc'h gant he vag En esper dont d'he sauvetad.