4:44:3243
187 Met an amzer a oa brao braz Met pa c'hes en dour a sklassas
Sklassas he [wad] n'he [oazio] N'alle ket finwal he vempro.
Deuz ar Sklerder Iannic Derrien Pa c'hes d'ar [foar] oa n'he gichen
Mes heman oa c'hoaz re iaouanc Wit rei d'ezhan [zontajamant].
— Adieu ma mamm, Adieu ma zad, Birwiken n'o kwel ma daoulagad
Adieu breudeur ha c'hoarezed Birwiken n'ho kwelan war ar bed.
A Bontguennec ar [mal] henan P'hen eus bet glewed kement-man
A diwisk dillad, c'ha en dour En [avis] rei d'ezhan zikour.
Pa oa arri bars on andret Elec'h ma oa an den beuet
En fons an dour en he c'hourve Dindan eun torcad morgore (algues)
Na grede ket plunj warnezhan Pa na oa no nemert-han
Gant aon a deufe d'hen amarrin Ha d'en derc'hel er fons da veuzin (1)
An otro Mer ha Kerscoado Setu eno ho hanoïo
Hen eus diesset n'heun mès Hac hen lakéet war an trez.
[texte en breton]