4:44:3241
Révision datée du 3 décembre 2018 à 22:30 par Yannlb (discussion | contributions)
185 Catherine an Troadec a lere He boto coat pa [Blouzaë]
— Ma boto coat a bloussëan Birviken war douar n'ho uzan.
Catherine an Troadec a lere Ebars er vag pa ambarke :
— Ma breur, amenet ho kwelio Rac a c'ha ar vag war he geno
N'e ket he gir peurachuet Oa en fos ar mor tregont gouret...
(Marie-Yvonne Mainguy)
Gwerz Iann Salaün
Reit d'in ar c'hrasso ma Doue D'alloud canan eur werz newe
Zo gret d'eun den a zo beuet Deuz a Barrous Perros-Guirec
He hano zo a dra certen Iann Salaün Gerrivoalen
O choum e kichen ar Sklerder Ewit rei d'ach da intent skler.
An den iaouanc ma a nevo Eun triouac'h pe eun naontec bla
A zo gant he dad rapportet Hac he vamm God an Hegaret.
Deuz ar mintin pa c'he zavet Vel he ordinal hen eus gret.