4:44:3231

De Transcrire
Révision datée du 1 décembre 2018 à 20:36 par Yannlb (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

175 Canton Lannuon, Perros-Guirec ha parrous a Pleuveur-Bodou [ac'heomp dra demen?] an rivier a gondu da gêr Lannunon. Breman pac'hê zioul an amzer ec'h an da ganan eur chanson Wit ma clevo ma c'hoar Perrina gant ar mare ec'h ei ma mouez E zo en couant Santez Anna tri bla zo pansioneres. Boan mo ar gonsolotion unan deus an deio nessa D'hec'h ambressi gant joa em c'halon en parlouer Santez Anna. Eur c'himiad trist a huanado am [?] gret en em separi A reio sujet deuz hon joaïo pa [deuf?] d'en emp zaludi.

Ni oa manet hon daou [min?] er bed-man warlec'h hon tud Me zo vale dre ar provincho ha hi a verw en solitud.

Ken lijer a c'hê hon batimant arri c'homp dirag rad Perros Nag eno am euz bet plijadur pa c'hent da wéled ma zad coz.

Eur breur d'am zad a oa martolod a navigè er gabotaj Ac'h ent da vale gant he ganot pa vije er ger o relaj.

Pa zella treuzec bourg Louanec Ec'h e contristet ma c'halon hac enon ec'h e bet interret Ma c'hulator ha ma fêron.

— Comjeo pelloc'h a dristidigez Eun dewez caër ec'h omp hirie Pelec'h aze a chomm da vestres Mar gueles he zi alec'h-se ?

Diskoet d'in chiminal he c'houent Ha me rei ur c'huistelladen Mar gallan me rei d'ei da intent E man he mignon o tremen.

Na zell e brod an od an draouien A zo remplis deuz a diè.