4:44:3227
171 [Triouac'h] miz en Prizon Sant Briek Herve ar Geldon a neuz laret :
— Leret d'Aliettan dont d'ar ger Pe d'ar justis ober ho dever.
— Laret zo d'Aliettan dont d'ar ger Na pe d'imp-ni ober hon dever.
Well e ganin bezan crouget E kichen ar plass ma oan ganet
Ewit bezan sujet da bried Hen efe ac'hanon drouk zonjet.
Aliette ar Brouder a lere An eil penn d'ar potans pa bourmene :
— Na me wel ar plass ma oan ganet Ha ti Herve ar Geldon ma fried
Ia caret a meuz belek Ar Waz Ha mar chomfen bew m'hen carje c'hoaz.
Para vije d'in na rajen ket Bugale c'homp d'an diou c'hoar assuret.
Ganet ha maget er memeus ti Ha disket war ar memes studi.
Kinderv ha tad paeron ech ê din
Kri vije 'r galon ma na oelje En [tal?] ar potans [ar] hini vije
Weled pewar belec ha tregont En kichen ar c'horf ouz n'on respont
Na [bideoaz] gant hini na zavaz Ken ac'h ê arriet betek ar Woaz
Kri vije 'r galon ma na oelje En tal ar c'horf paour [ni ni] vije,