4:44:3223
167 N'hen eus nemerdoc'h ewit mamm.
Pa deus an angelus laret Ec'h a d'ar ger gant he denved
Mes er ger ar plac'hik divlam Ve dre oll war [ampieh?] he lez vam.
E ve ne zav war an treuzo Garw he mouez ha du he zello
Neuze renc hini ha hini Noaned ha denved niveri.
C'hoas e car digare da slein Ke a strink ar goad dianthi.
Germana a re pinijen He c'hroas oa poner da dougen
Mes Doue a ro er bed-man Croajo d'en neb a gar muan.
Mes eun dewez pebeuz estlam Hen evoa cavet he lez vam.
Bars er c'hraou eun tammic bara Coachet eno gant Germana.
Na oa ket braz pez a dije Mes lod ar paour vire bemde.
Mont a ra arre 'n dewarlerc'h : Ar vam oa o ietal he merc'h.
Ar wech man, plac'h cazuz [Néal?] Na te a zo tapet cabluz
Mes 'n he c'hichen p'e arriet Eur bulzud braz he deus gwélet.