4:44:3222

De Transcrire
Révision datée du 28 novembre 2018 à 22:16 par Yannlb (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

166 Goude neuze pa distroé Dinec'h o peuri n'ho c'heve

Ha en ho c'hreizo epad an de Ar plac'hik paour a laboure.

Nac eno pell deus trouz ar bed Nac a plije d'ezhi moned.

Clewed [ruselenn?] ar prajo Ha mouez drant an envnidigo.

Canet envned, cant laouen Canet joaüs a uz d'he fenn.

Ha hi gano betec an env Ho melodio da Foué.

Coajo huél, blenio seder. C'houi zo [brevad] d'al labourer

Heol skeuduz ar spered glan Pa bar he lagad en oabl skan.

Holl vugaligo ar c'hartier Goneét ganthi dre douster

A [deue] da vet hi bemde Hi gomze d'he deuz a Doue.

Mes man an eol o vont da guz Ar bourg a zon an angelus

Neuze a taouline Germana Wit laret Ave Maria.

Gant levenez gwerc'hès Santel Ec'h eus [dewet] [monej?] ho puguel

[Monej] ho puguel fur ha divlam