4:47:3942

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

144 Aboue ma c'hon dimézet D'eun denik coz garan ket D'eun denik coz ha griz he benn ... etc .........

x

Pa oa n'anter noz zonet Hag êt an dud da gousket Hi o clewed skeï war an or Ha mouez he muan caret - Ha pa [dissen?] bean lac'het, an or a vo digonet An nor d'ezan pa deus digonet En he gerc'hen c'hê lampet (bis) Tre he diouwrec'h [ê?] marwet,

- Ma mewell Pierot na zent ouzin Kemer ma c'hlewe, groes ewin, Kê d'ar gêr ha lar d'am ligne A vin marwet en arme Kê d'ar ger ha lar d'am c'herent A vin marwet er brezel

x

Et int ho daou er memes be, Doue da vezo gant ho ine.

[Marie Yvonne Le Flem, femme Mainguy]

Port-Blanc, le jeudi 28 sept. 1911 -