4:45:3550

De Transcrire
Révision datée du 16 novembre 2018 à 22:05 par Yannlb (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

238 Casset a oe tud incontinant Na da glask andouil ewit arc'hant

Na da di honnès Boulhen ar Men : En o c'h cad an andouillo

Fichet a oa ha preparet Ha laket er poud ha paradet.

Honnes, pa denas war ar plat, Honnes defoa [?] a fesson vad.

Nemet allas pa deujont d'he zroc'ha A loskas eur c'honez ar fallan

Ouspen eur million a gontron a deuaz deus corf an ampoezon;

Renket ho deuz ricour da butun A oa eul louzouen vad parfum

Ewit dizampoezoni an ti Ha lacad c'houez vad en ho fri.

— Na ma teu da vêl on da goves Birwiken absolven na deus

— Debonjour, me ar Gouillouren Arri on da glask an absolven

— O 'pella duze deus ma zribunal Pe bremazouden ni rei ar bal.

— Otro person, mar d'ê d'ho [coud] Ma andouil n'int ket êt c'hoaz tout.

Me reï d'ac'h eur c'houblad a brezant Ha na gousto ket a arc'hant.

Me werz ha kig sal ha kig gwenn Chaousissennou ha lez tréen.

An ini zo veldon o werza moc'h