4:45:3585
1 Kornédad butun Jozon Briand
Jozon Briand oa d'ar c'houls-sé o chom en Gwervarker. Me gomz d'ac'h war dro eun tri-ugent vla bénag. Custum a oa, d'an abardé, goudé koan, achu ar pédenno, da vanel en corn an tan d'ober eur c'hornédéd butun. An noz-sé, kistion d'éhan da voura hé gorn, é c'hêz en humor o welet na chommè ganthan nemert eun tam poultr butun en fons hé ialc'h.
He wroég a laras d'éhan, war hé c'hein dija 'n hé gwélé cloz.
— Offr da humor fall d'an ôtrô Doué, Jozon. Welloc'h a zé a gafi da gornédad arc'hoas.
— N'ê ket d'an oad a c'hon, marfad, a vé chanchet a c'hiz, émê ar merer.
— 'Wit tud an ti a zo êt tout da gousket.
— N'euz forz ! Me iel ma unan d'ar bourg da gerc'het butun.
Hag ober a rês evel ma lérê.
Arôk ariout en bourg Perwénan na néfa da drémen Barr an Heol, eun toul fall, evel ma ouzoc'h. A viskoaz, herve ma lerer, a zo éno, er c'hroaz-hent, eur wroac'h o iédal an dud diwêd. Calz a gonter a zo bet groet vil d'hê ganthi.