4:47:3924
Chanté par une vieille ds l'auberge de Coadri, qui a pèleriné à St Servais et est de Carnoët Otrou Sant Gelvestr hon zud coz Skuillet warnezho ho pennoz (bis) Kerc'h ha zégal ha gwiniz dû Ha foën braz d'hé barz n'ho frajou (bis)
L'ancienne gwerz de Coadri (fragment) (par la même chanteuse)
N'hen euz den en peb cartîer Mar gê eur c'hristen fidel, Na zo ganthan min Sant Salwer. Ar min San Salwer a zo mad Dimeuz an drouk an daoulagad ; Deuz an derrien n'euz ket gwell tra Met éfan dour divarn'ezhan. Mad ec'h eo ive d'ar gwrage deuz poan o c'henel bugale. Deuz an dour, tan, ha cururno, Prézervi ra neb he zougo. Eur wreg, hanvel Mari 'h héné, En poan dimeuz a vugale, Epad pemp devez oa poaniet, Ha gant an holl abandonet. Inspired a oe gant Doue Da gemer eur min Sant Salwer. Daou vugelic deveuz ganet, Hag enep cad tam glaz a bed. En eur mision, e Naoned, Kurun direzon oa deuet. Dré an ôr dâl ec'h antreaz ; Pewar a gand den a zemplaz,