4:50:4393
Révision datée du 19 janvier 2017 à 00:55 par Adesseigne (discussion | contributions) (Page créée avec « 133 Eur pred a zo digemenet An dud gentil zo pedet Na pa oant oll ouz ho leïnan He diskuelet ar brutal man. Eur vagerez a oa en ti Gant eur bugel daou viz pe dri Hag a de... »)
133 Eur pred a zo digemenet An dud gentil zo pedet Na pa oant oll ouz ho leïnan He diskuelet ar brutal man. Eur vagerez a oa en ti Gant eur bugel daou viz pe dri Hag a deuaz er crec'h ganthan Ewit gwéled ar brutal man. Tout en em gavjont estoned O clewed ar buguel o prézec - Breur Yann Guerin, zaw a lec'h-se Groet a c'he da [beuc'h?] ouz Doue Breur Yann Guerin p'hen eus clewet War benno he daoulin e zavet Pardon ouz Doue n'euz goullet Uz ar c'honat neuze tiztroë Pardon outhan a c'houlenne - Mar goud pardonet gant Doue Me as pardono ive Met [illisible] Elec'h ec'h eus ma flac'h laket. Ebars er c'hoat p'int arriet Ar min diwarni zo zawet [E?] verc'h iaouank deuz remerket Na oa gatet he gened.