4:44:3139
83 Unan dimeuz ar merc'hed a oa hanvet [Racaj] Honnes neus roet ar vag ha zicouret hen cass.
Beter runig mallarge Pa int arriet eno ho deuz laret neuze :
— Et aze war ar garrec da droi ha eun toullad Ni ia duman en tu all da ober eun [dégrat?].
Hac emberr par retornfomp ni deuio d'ho kerc'had. Mont a ra war ar garrec oh ia a golon vad O zonjal pa [rétornjent] e teujent d'he gerc'had,
An den man pa wel al lanno gommans d'en em gêna Pa wel ar vag o tremenn ha na deu ket da wit han.
En han Doue ma breur ker deut da wit-on gant ho [pag] Ha pa vi ari er ger neuze me raï ma fah.
Me gwitaio ma ligne, ma zi ha ma c'hontre A iel elec'h birviken ho taoulagad n'am gwelfe.
Eun all demeuz ar merc'hed a oa hanvet fri ber Honnes a lares d'ezhan : no defet mui d'ar ger.
Pedet Doue d'ho zicour hac an otro Sant Salwer C'hui a [beusso?] aze ebars e kreiz ar ster.
Cri e vije ar galon ha cri ma na oelje, Bars an enès [aganton] an hini a vije.
Nac o clewet anezhan o canan salve Regina Hac o c'hortoz ar mor braz o tont d'en abima.
Bea oa c'hoaz eur vag all o tont deuz an enez Vaz Oa ennhi Gwill ar Gwerz mad ha tri pe bevar c'hoaz.
Ar re ze ma dije gallet dije hen sauvetet