4:44:3137

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

81 - Setu aze ho pred diveza Clasket d'ar boucher d'ho laza.

An daou [ozac'h?] paour a oele An den fur iaouanc ho c'honzole

— D'emp breman da bedi Doue Ma efomp da repos d'hon gwélé

Ha [arac'hoas?] da boent an de Nin bedo Doue adarrè.

Arc'hoas man pardon en [?] Nin a oa ze gwerc'hès Vari (bis)

Ma pliche ganec'h ho préservi Hag on tenna deuz a Durki.

Pa c'hè tarzet gwalen an de Ec'h int en em rentet ho zri (bis)

War an ôter vras en Turki. E oant o prepari Kigniadi

Benn ma c'hè an de eun tam zavet En chapel Penn Wern e oant rentent.

An den fur iaouanc a lare D'he zaou gamarad ar beurè :

— [Tewet?] alec'h se daou gamarad Me [glew 'r?] c'hok o canan 'n ti ma zad.

— Penos clewfes cok da dad o canan Ha te pemp cant lew diouthan

— Leket ho troad war ma hini C'hui a glewo ken koulz ha me.