4:44:3127

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gwerz Person Tregastel

Parroissianès a Dregastel Pedomp an drinded eternel

Pedomp Doue a Sant Golgon Ewit gelvet an hent hor ferson

Pemp blavez a oa bet cure Neuze oa bet resevet are

He hanter vreur hac he baeron Nefa hen laket da Berson.

Hep offansi belek abed N'eus ket [tiront?] da [don?] Gelvest

Eneb cleved, eneb languis Biscoaz n'e manket de ofis.

Dom Lann ar Gac a oa curé Bars en Tregastel d'ar c'houlz-se

An ofern bred lar ar c'hure Hen a lar an ofern veure.

Diweza ofern neus laret Oa de wel ar Werc'hès mis est.

An oferen, ar gouspero Ha tro rozera war eun dro

Har sa maz eus paour anezhan Et d'ar sklerder da bardonan

Et da sklerder gant devotion Hac e c'honefet ar pardon.

[?] de a govezas A oa par paourkès Fant Thomas.