4:44:3136
80 Etre Riouzic hac ar Vele Wenn E oa moned vel kellien
Doue hen eus permetet Ar [rout?] ganthe hen eus chanchet. D'an Douar newez neuz ho c'hasset. E Douar Newez n'int arriet Eno ec'h it bet commerret, Allaz gant an Durkianed. E Turki pa int arriet Er c'hraou da lardan int laket Vel ve gret er vro man d'al loened Eur plac'h iaouanc deuz an Durki A ia da gass boed d'he da dibi. Ar plac'h iaouanc a lavare D'an den fur iaouanc eun de oe — Den fur iaouanc d'in e leret Pera ê levr bihan a lennet
— Heman e breuviel ar Werc'hès
E nenv hac en douar rouanez Ha mamm d'imp ni oll assamblès. — Den fur iaouanc d'in o leret Ho levr bihan din a brestet. Ia, da lenn ar pez a geret Ewit da wired na po-han ket. Heman e breuviel ar Werc'hès En nenv hac en douar rouanez. Ar plac'h iaouanc a lavare D'an [?] den zantel an de ze. [texte en breton]