4:47:3817

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

19

Gwerz St Maudez fragment.

Eur prins Irland hanvet Modez Guitas he vro hag he barrez Ewit donet d'ar vro breton Da brèzeg ar religion. Madez rentet en Planiel, Rez he antre barz er c'hastel. An otro neuz convertisset Oll dut ar c'hastel badéet, Hag a éjont nao eun déwez, An otro hag ar Prins Modez, An itron ha pewar bugel Ha diou vates, da Gamarel.

War an dossen c'hlaz azéet, Da zilaou Modez o prèzec, Eil mab an otro a welas War bord ar mor eur roz sauvaj, Hag eas wit hi displanta, Barz er mor teuaz da gouéa. Ar mor, a oa o tiflipan, Gassas ar potr iaouanc ganthan.

Carget a spont hag a eston, An otro gollaz he rêzon : War lerc'h he vab ec'h ê lampet : Allaz ! neuial na ouiè ket. A c'hêz en traou gant ar mare, Ho daou en danger ho buhe. An itron gommans invoki an Douéo fos d'ho fardoni.

- Itron, lezet an idolatri, Ha pedet ar Werc'hez Vari.